pifoù
daskemmet d’an 28.07.2020.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
pifoù, pennanv lies.
Diogeladur diziazez. Heñvelsterioù : bidennoù, faribolennoù, gevier, krakoù, rambreoù, sorc'hennoù.
Ez-vean eo evidomp ar c'homzou goullo : gevier, promessaou flour ; krakou ha pifou doktored, pennou suillet. (Ar Bobl, niv. 269, 1910, p. 3)
– Kontañ pifoù. Heñvelsterioù : gaouiadiñ, kontañ krakoù, lavaret gevier.
’Met arabat d’it dont da gounta piffou d’in-me. (Kannad Arvor, niv. 2256, 1923)
Evezhiadenn
Marteze ez eo an hevelep ger ha pif, hag a dalvez « fleütig prenn skiltr ar son anezhi » (Lagadeg ha Menard, 1995).
Troidigezh
Er geriadurioù : kontañ pifoù, « conter, débiter des sornettes » (Menard, 2012:pg. sornettes).
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Kelaouennoù
Oberennoù ha pennadoù