heloc'hted

Lakaet enlinenn d’an 09.07.2023.

Berradurioù : niv. niverenn, p. pajennoù.

Termenadur

heloc'hted, pennanv hollek benel.

Perzh unan bennak pe un dra bennak a zo heloc'h. Heñvelster : fiñvusted.

E mareoù 'zo avat e voe embreget doareoù 'zo a sturiaderezh, da skouer :
– kospoù lakaet ouzh heloc'hted re vras ar vicherourion, dre o rediañ da gaout aotreoù-hentañ […].
(Emsav, niv. 14, 1968:54)
E lec'hioù all e kaver displegadurioù hiroc'h a-zivout heloc'hted an amkanioù politikel. (Emsav, niv. 35, 1969:329)

Gerdarzh

Diwar ar bennrann heloc'h hag ar loster -ded.

Levrlennadur

Kelaouenn

Emsav

  • niv. 14, C'hwevrer 1968, « An armerzhioù kengladel – II. Kudennoù pleustrek. Adreizhadurioù. », p. 50-66.
  • niv. 35, Du 1969, « Doareoù dibarek eus ar framm dispac'hel », p. 329-339.