fiñvskeudenndi
Lakaet enlinenn d’ar 05.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
fiñvskeudenndi, -où, pennanv niveradus gourel.
Savadur ma vez bannet fiñvskeudennoù. Heñvelster : sinema.
Ar vatez, echuet ganti he labour, a yeas er-maez, d’eur c’horolldi pe d’eur finvskeudenndi bennak. (Hemon, 1929:12)
Eun dra a oa dreist-holl : brezoneg a vije klevet e-barz eur sal finvskeudenndi, penn-da benn eur film. (Kongar, 1935:48)
Ar mare-mañ a zo unan a leziregezh speredel, gwir eo. An dud a ya da gerc'hat o boued er fiñvskeudenndioù hag er « romantoù du ». (Piriou, 1958)
Ar fiñvskeudenndioù a zigor da 5 1/2 eur p. m., met seizh eur e vez a-raok ma teu an arvesterien gentañ. (Heussaff, 1958:139)
Evezhiadenn : al liester « fiñvskeudenndiez » a gaver en teuliadur (Al Liamm, niv. 106, 1964 ; Delanoy, 2003).
Gerdarzh
Diwar fiñvskeudenn ha ti.
Levrlennadur
Kelaouenn
Al Liamm, niv. 106, Gwengolo-Here 1964, « Ar fiñvskeudennerezh ar C'hanada », p. 395.
Oberennoù ha pennadoù
- Delanoy, Erwan : 2003. « Harozed sinema hag harozeg wirion ». Kannadig Imbourc'h, niv. 27 (stagadenn da Imbourc'h, rummad nevez, niv. 7).
- Hemon, Roparz : 1929. « Ar vugale fall. (Kendalc’h) ». Gwalarn, niv. 19, diskar-amzer 1929. P. 5-25.
- Heussaff, Alan : 1958. « Darvoudoù Iwerzhon ». Al Liamm, niv. 67, Meurzh-Ebrel 1958. P. 138-140.
- Kongar, D. K. : 1935. « Finvskeudennerez. Diwar-benn eur film brezonek ». Gwalarn, niv. 74, Genver 1935. P. 48-53.
- Piriou, Yann-Berr : 1958. « Ur skouer ». Al Liamm, niv. 66, Genver-C'hwevrer 1958.