anevalus

Lakaet enlinenn d’an 02.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. panjennoù.

Termenadur

anevalus, adanv.

A vez stank al loened ennañ. Heñvelster : loenedus.

Gwezus hag anevalus ez oa gwechall ar rann-ved m’en em gavez breman, hogen gant ar goanv-meur Rogiamon (2) ez eo aet d'ar vro skournet a welez. » (X3, 1922:73)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv aneval hag al lostger -us.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

X3 : 1922. « Sketla ». Buhez Breiz, niv. 15, Meurzh 1922, p. 73-76.