loenedus

Lakaet enlinenn d’an 02.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. penngerioù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

loenedus, adanv.

A vez stank al loened ennañ. Heñvelster : anevalus.

Er rannvroiou loenedus ha frouezus avat, e weler tud a drouc’had mat, frammet start hag iziliet-kreñv. (Mordiern, 1939:34)
Diwar-benn gouelec’hiou loenedus Maourouzia (Maouretania), lenn Strabon, troidigez Tardieu, III, p. 466-80 (eus an trede mouladur, 1909). (Mordiern, 1942:172)

Gerdarzh

Diwar loened, liester ar pennanv loen, hag al lostger -us.

Troidigezh

Er geriadurioù : loenedus, loeneduz, « giboyeux ». (Favereau, 1992:pg. loenedus, giboyeux).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Favereau, Francis Favereau.

Oberennoù ha pennadoù

  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Mordiern : 1939. « Istor ar bed. Seizvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc'hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIV-vet kantved goude H. S.). IV ». Gwalarn, niv. 128-129, Gouere-Eost 1939.
  • Mordiern, Meven : 1942. « « Talar an « Houc'h » : Divankaduriou, notennou hag eveziadennou d’am skridou brezonek (1911-1941) ». Gwalarn, niv. 146-147, Meurzh-Ebrel 1942, p. 157-220.