anavezadenniñ

Lakaet enlinenn d’ar 14.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; not. notenn ; p. pajennoù ; udb. un dra bennak.

Termenadurioù

anavezadenniñ, verb trazeat eeun.

  1. Mont ha dont evit gouzout hag-eñ ez eus enebourion en ul lec'h ha priziañ an dañjer.
    Hag e kasjod Kormag da anavezadenni ar roudouz. Mont a reas Kormag, gantañ tri mil den armet-holl. (Gwalarn, niv. 17, 1929:51)
    E 1819, e 1820, e 1828, e 1831,e 1832, e 1842-1845, ofiserien-all a voe kaset da anavezadenni ar c’hompezennou etre ar Mississipi hag ar meneziou Roc’hellek, red uhela ar Mississipi, an Oregon, hag an uhelennou m’emañ Lenn veur an Holen. (Mordiern, 1935-b:31)

    Implijet ent-krenn.

    Eus San-Luis-Potosi, a-gevret gant bagad-anavezadenni ar c’horonal Cousin, e treuzas va zad ar gouelec’h brudet anvet Bolson de Mapimi « e lec’h n’eus na dour, na loen, na glasvez, nemet eur blantenn : ar gobernador ». (Mordiern, 1942:182)
    Daou zen avat eus e arme, kaset da anavezadenniñ, a zistroas goude ur pennad da lavarout dezhañ :
    « Aotrou, Saozon ha Brezhoned int. Anavezet hon eus giton Gaoter Manny, ruz gant teir c'hebrenn du, hag ar re a welit ahont a zo gwaregerien saoz. Deoc'h da c'houzout petra ober. »
    (La Borderie ha Hemon, 1976:140)
    Fiziout a ra ar Margraf ur gefridi anavezadenniñ war harzoù Reter ar vro, d’ur bagad seizh marc'heg, ouzh e benn ar c’horonal Pikkendorff hag en o zouez Osmond Van Beck, eskob ar gêrbenn. (Gwenvenez, 2018:10a)
  2. Mont en ul lec'h evit e anavezout pe gwellaat e anaoudegezh anezhañ.
    Ar pep brasa, ar pep diaesa da drec’hi eus an harzou o deus kavet ar Saozon war o hent a zeue a-berz an Natur: amzer yen-skourn er C’hanada hag en hanternoz ar Stadou-Unanet, tomm-poaz en Afrika, en India hag en Aostralia; moriou bras da dreiza; douarou ec’hon-divent, gouez ha dianav da ergerzout, da anavezadenna ha da zifraosta. (Mordiern, 1935-a:27)
    Evel ma oa bet dirollet ouz Bro-Saoz ar brezel-dieubi Amerika gant an niver nebeuta, hogen gant ar pep kaloneka, ar pep speredeka hag ar pep hirweleta eus ar vrôad, evel-se ivez e voe anavezadennet, difraostet ha tudet ar Gouelec’h meur amerikan gant ar rann vihana eus ar boblañs, hogen gant ar pep hera ha tueta da embreger. (Mordiern, 1935-b:29)
    Goude prena Louiziana digant gouarnamant Bro-C’hall e 1803, e kasas Renerez Meur Washington tud a zeskadurez da anavezadenni ar vro en tu-hont d’ar Mississipi. Ergerzet e voe evel-se gant ofiserien eus armead ar Stadou-Unanet, eus 1804 da 1809, red uhela ar Mississipi, dizoloet mammenn an Arkansas, anavezadennet red ar Rio Bravo del Norte hag ar stêr Ruz. (Mordiern, 1935-b:30)
    War ar poblou kroc’henet-du ma oa annezet ganto ar Sahara e-pad ar ragistorvez e tleer lakaat ar genta aozidigez a zo bet graet eus ar gouelec’h bras-se gant mab-den. I eo o deus digoret ar rouedad gwenodennou a zo ouz hen treuzi bremañ c’hoaz. Anavezadennet o deus an dourlec’hiou ennañ, toullet ar puñsou, ouz o dounaat bep ma ’z ae an douar war zizec’haat ha ma tec’he dounoc’h-douna al lennadou-dour dindandouarek. (Mordiern, 1937-a:21)
    Anavezadennet о deus eno tachennou-douar ec’hon-divent, aet hizio da ouelec’hiou, hag о veva warno, e dibenn nevez-varevez ar maen, bodadou stank a-walc’h а dud, da zesvarn diouz an traezou manet war о lerc’h : dismantrou kreñvlec’hiou, en о diabarz, er gwiskad douar, traez ha skarzaduriou oc’h ober al leur anezo, bouc’hili maen stank-ha-stank, broudou-birou e maen-tan, darbodou-pri. (Mordiern, 1937-b:77)
    Cook e 1770, oc’h anavezadenni aod biz ar vro, a verzas warnañ tud korfet-kaer, bleo plaen, liou-chokollad o c’hen, peuz-didougn o fri, ha moan a-walc’h o diweuz. (Mordiern, 1939:30)
    Mont a ris da Gastell Perzhell da anavezadenniñ al lec'h. (Hemon, 1968:100)
    Ul lec'h all hon eus anavezadennet, n' eo ket gwelloc'h. (Heusaff, 1971:415)

    Implijet ent-krenn.

    Ma raer an diforc’h eus ar Skandinaved hag an Alamaned a yeas peurliesa da ober о annez war ar maez hag о deus roet dre-se eun harp talvoudus da dud ar vro evit digranna douarou ar C’hornog, ar pep pouezusa eus al labour-se, hag eus al labour-anavezadenni sevenet en e raog, a zo bet graet gant an Amerikaned o-unan. (Mordiern, 1935-b:28)
  3. Lakaat war wel udb. hag a zo talvoudus evit gwellaat e anaoudegezh.
    Schweinfurth hag Unger o deus anavezadennet, enframmet e brikennou Piramidenn Dahchour (IIIvet remziad Faraoned, etre 3400-3200 kent H.S.), eun niver bras souezus a c’heotennou soulennek a zo aet da get diwezatoc’h dirak an hada-edou. (Mordiern, 1937-a:35, not. 26)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv anavezadenn hag an dibenn verb -iñ.

Levrlennadur

Kelaouenn

Gwalarn, niv. 17, nevez-amzer 1929, « Skrapadeg Saoud Koualnge (Kendalc'h) », p. 42-55.

Oberennoù ha pennadoù

  • Gwenvenez, Donwal : 2018. « Traduttore, Traditore ». Kannadig Imbourc'h, niv. 104, Genver-Meurzh 2018, p. 8-10.
  • Hemon, Roparz : 1968. « Ar pezh aour ». Al Liamm, niv. 127, 1968, p. 86-100.
  • Heusaff, Alan : 1971. « Donemat d'an estranjourien ». Al Liamm, niv. 149, 1971, p. 400-418.
  • La Borderie, Arthur Le Moyne de ; Hemon, Roparz (troer) : 1976. « Istor Breizh La Borderie ». Al Liamm, niv. 175, 1976, p. 137-141.
  • Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
  • Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn III) ». Gwalarn, niv. 82, Gwengolo 1935.
  • Mordiern, Meven : 1937-a. « Istor ar bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc'hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.
  • Mordiern, Meven : 1937-b. « Istor ar Bed. Pempvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). II ». Gwalarn, niv. 101-102, Ebrel-Mae 1937.
  • Mordiern, Meven : 1939. « Istor ar Bed. Seizvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). IV ». Gwalarn, niv. 128-129, Gouere-Eost 1939.
  • Mordiern, Meven : 1942. « Talar an « Houc'h » : Divankaduriou, notennou hag eveziadennou d’am skridou brezonek (1911-1941) ». Gwalarn, niv. 146-147, Meurzh-Ebrel 1942, p. 157-220.