anien

Lakaet enlinenn d’an 31.07.2020,
daskemmet d’ar 27.01.2022.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh.

Termenadur

anien, pennanv benel.

Pennanv hollek benel. Hollad ar meteier nad eo ket diazezet mab-den enne ha nad int ket korvoet gantañ. Heñvelsterioù : ganadur, natur.

Kristen e chomo Breiz, da lavarout eo awenet gant spered an Aviel, hag e chomo seven awalc’h. Perak e tigemerfe pe ar Buritanelez pe azeulidigez direol an Anian, a horjell broiou an Hanternoz etrezo? (Kerverzhioù, 1938:5)
Er c'hwec'hvet kantved, newazh, e skrive Theofilaktos a-zivout Magiariz na azeulent nemet un Doue hepken hogen e tougent bri da speredoù an douar, an avel, ar plantoù hag an anian a-bezh. (Gostonyi ha Raude, 1957:48)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Diwar ar c'hembraeg anian, ar c'hrenngembraeg an(n)yan, an hengembraeg angan hag ar c'helteg *ande-gen pe *eni-gen (Deshayes, 2003:pg. anian).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Kerverzhioù, G. B. : 1938. « Kentel an harlu envorennou ha mennoziou ». An Oaled, niv. 63, 1 trimiziad 1938, p. 5-8.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Gostonyi, Kalman ; Raude, A. J. (troer) : 1957. « Notennoù istorel ». Al Liamm, niv. 61, Meurzh-Ebrel 1957, p. 48-53.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.