dibluñvañ
Lakaet enlinenn d’an 23.02.2025,
daskemmet d’ar 07.03.2025.
daskemmet d’ar 07.03.2025.
Berradurioù : s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; tr.-l. tro-lavar.
Termenadurioù
dibluñvañ, verb trazeat eeun hag antrazeat.
- Verb trazeat. (Diwar-benn un evn.) Tennañ e bluñv digantañ. Heñvelster : displuñvañ.
Bezañ sant Pêr o tibluñvañ gwazi. Erc'hiñ. Heñvelster : bezañ ar Yarig Wenn o tibluñvañ. S. o. ar ster 2, Pêr (abostol), Yarig Wenn (ar).
Emañ sant Pêr o tibluñvañ gwazi (Ménard, 1997:33)
- Verb antrazeat. (Pa vez kaoz eus un evn.) Koll e bluñv. Heñvelster : displuñvañ.
Bezañ ar Yarig Wenn o tibluñvañ. Erc'hiñ. Heñvelster : Bezañ sant Pêr o tibluñvañ gwazi. S. o. ar ster 1, Pêr (abostol), Yarig Wenn (ar).
Emañ ar Yarig-wenn o tiblua. (Vallée, 1948:135b)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Ménard, Martial : 1997. Expressions populaires bretonnes. Speied : Embannadurioù Coop Breizh.
- Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh.