Tric'horn ar Verdeidi

Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Tric'horn ar Verdeidi, anv gourel.

Strollad an teir steredenn skedusañ eus steredegoù an Erer, an Alarc'h hag an Delenn, hag a stumm ul lun damheñvel ouzh un tric'horn keitgarek.

Ar strollad Erer Penwern, Hez hag an Awen a vez anvet Tric’horn ar Verdeidi. (Seubil-Kernaodour, 1988:22b)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv tric'horn, ar ger-mell an dindan e furm ar, hag ar pennanv merdead dindan e furm lies merdeidi ha gant ur blotadur.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.