Peredur
Lakaet enlinenn d’ar 25.02.2025,
daskemmet d’ar 06.01.2026.
daskemmet d’ar 06.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Peredur, anv gourel.
Steredeg Ophiuchus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Naeretaer (an).
An Naerataer (pe Peredur) zo ur steredeg enni div elfenn: un den (Peredur) hag un naer. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Evit kavout anezhi, klask dindan ar C’heur ur steredenn skedus a ra kern penn tric’hornek Peredur; merk an daou goublad stered a ra e zivskoaz ha tres e bezh korf hirgarrezek hag e vrec’h kleiz krog e penn a-raok an naer (a zo e benn dindan Arc’hanrod); krog eo e vrec’h dehoù e lost an naer ha Maen ar Binvidigezh a anver ar steredenn a zo e beg al lost. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)
Testeni
1988 : « Peredur: Ophiuchus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26k).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.