Merkur
Lakaet enlinenn d’an 09.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Merkur, anv.
Planedenn eus Koskoriad an Heol, an hini dostañ d’an Heol. Heñvelster : Merc'her.
Mercur ê ar c’henta ; goude teu Vênus pehini ê ar stéréden gaër ha hanver stéréden al labourer, goude Venus e ma an douar gant e gompagnones al loar ; Mars a gaver neuse , ha goude ar peder vian Cérès , Pallas , Junon ha Vesta. (Lebreton, 1848:16)
Mercur , an tosta d’an éol a zo couscoude trizec million tri-c’hant-tri-uguent mil léo d’eus ountan (Lebreton, 1848:17)
An domder vras a receo d’eus an éol a ra d’ei eb douétanç mont quer buan , rac an domder èn Mercur a zo seïz guech crénvoc’h evit aman , hac a glé trémen hini an dour bêro. (Lebreton, 1848:17)
Dre-ze ar bla en Mercur n’ê quet hir : en nebeutoc’h evit tri miz e tremener êno dre ar peder sêzon. (Lebreton, 1848:17)
Ar blaneden hanvet Mercur, pe Merc’her, a zo ker garo hag ar verelaouen. (Ar C'haer, 1907:228)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër.
Oberennoù ha pennadoù
- Caër, Jean-François : 1907. « Daoust hag ar stered a zo poblet ? ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 8, Here 1907, p. 227-230.
- Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.