Krank (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’ar 24.02.2025,
daskemmet d’an 02.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb stumm etrebroadel.

Termenadur

Krank (ar C'h.), anv gourel.

Steredeg Cancer hec'h anv skiantel. Heñvelster : Gwiz (ar W.).

Ar Wiz (ar C’hrank): amsplannañ steredeg an arouezkelc’h ez eo. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:19a)

Istor

« An anv “Krank” a zeu dimp eus arouezkelc’h ar C’hresianed. » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:19a)

Testenioù

1931 : « Kankr » (Vallée, 1931:93b, pg. « cancer »). 1988 : « Krank (ar C’h.): Cancer » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.