Klerwi
Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Klerwi, anv benel.
Divsteredenn eus steredeg Arc'hanrod, Alphecca hec'h anv skiantel.
Arc’hanrod zo ur steredeg vihan met kaer, hañval ouzh un taled, en he c’hreiz Klerwi; emañ tri marc’h Karr Arzhur durc’haet etrezek enni en tu-hont da GerDudwal. (Seubil-Kernaodour, 1988:22a)
Ar C’heur: diaes eo ar steredeg-mañ da spislec’hiañ dre ned eo ket gwall lemm ar stered a zo ouzh hec’h ober: klask ’ta hanter-hent etre an Awen ha Klerwi ur pevarzueg, stumm ur begel-bolz dezhañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:22b)
Testeni
1988 : « Klerwi: Alphecca » (Seubil-Kernaodour, 1988:26b).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.