Kian

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Kian, anv gourel.

Divsteredenn eus steredeg ar C'hi Bihan, Procyon hec'h anv skiantel.

Div hentenn da gavout ar Gazeg:
— pe dre astenn war-dreñv beskellenn gKarr Arzhur;
— pe dre ar warenn-gelc’h o tremen dre ar Saezh, Govanon, Amaezon, Kian ha steredenn ar C’hi.
(Seubil-Kernaodour, 1988-a:24a)
Ar C’hi Bihan zo ur steredeg vihan a ziv steredenn: an eil anezhe, Kian, melen he liv, zo unan eus gwelevusañ stered hon oabl. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:24b)
Pa vez huel ar Ri en oabl e c’heller niveriñ seizh steredenn c’houloù en tachad-oabl strizh-mañ: c’hwec’h anezhe a ra ur c’hwec’hkogn (ar Saezh, Amaezhon, Kian, Steredenn ar C’hi, Riwall ha Ruzan) hag ar seizhvet, en e greiz, Mabon, an hini welevusañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25b)
An Aerouant (lun 9) zo anezhañ ledanañ steredeg an oabl (emledañ a ra war ur c’hard outañ) ! E benn (a c’haller gwelet etre C’hwevrer ha Mae pergen), zo anezhañ ur strolladig stered lec’hiet hanter-hent etre ar Rouanezig ha Kian (eus ar C’hi Bihan); ul linenn o tremen dre pavioù a-raok ar Morgazh a ziraez ar penn-se. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23a)

Testeni

1988 : « Kian: Procyon » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.