Keres

Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’an 22.01.2026.

Termenadur

Keres, anv.

Korrblanedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo e amestez en-dro d’an Heol etre hini Meurzh ha hini Yaou.

Mercur ê ar c’henta ; goude teu Vênus pehini ê ar stéréden gaër ha hanver stéréden al labourer, goude Venus e ma an douar gant e gompagnones al loar ; Mars a gaver neuse , ha goude ar peder vian Cérès , Pallas , Junon ha Vesta. (Lebreton, 1848:16)
Goude Mars e tigoê ar peder blanéden vian Vesta , Junon , Cères ha Pallas. (Lebreton, 1848:18)
Cérès a vé pêvar bla hanter oc’h ober ê zro d’an éol ; y vent a zo evel Junon pe var dro. (Lebreton, 1848:18)
Pallas quéit a Cérês d’eus an éol , a laqua pêvar bla seiz miz eunnec dervez d’ober y bla. (Lebreton, 1848:19)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.