Heol (an)

Lakaet enlinenn d’ar 04.01.2026,
daskemmet d’an 11.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Heol (an), anv gourel.

Steredenn eus an Hent Gwenn hag a dro en-dro dezhi eizh planedenn, an Douar en o zouez.

Hanhueu er stirèd-rid-men e zou bet reit d’en déieu ag er suhun : èl-cé dé sul e senefi dé en hiaul, dies Solis ; dé lun, dé el loér , dies Lunæ ; dé merh, dé Merh , dies Martis ; dé merhér, dé Merhér, dies Mercurii ; dé rieu , dé Rieu, dies Jovis ; dé gùinér, dé Gùinér, dies Veneris ; dé sadorn , dé Sadorn, dies Saturni. (Le Tuaut, 1876:50) [Hanvioù ar stered-red-mañ a zo bet roet d’an dezioù ag ar sizhun : èl-se disul a signifi dez an heol, dies Solis ; dilun, dez al loar , dies Lunæ ; dimeurzh, dez Meurzh , dies Martis ; dimerc'her, dez Merc'her, dies Mercurii ; diriaou , dez Yaou, dies Jovis ; digwener, dez Gwener, dies Veneris ; disadorn , dez Sadorn, dies Saturni.]
AR PLANEDENNOÙ: pemp anezhe a c’hall bezann gwelet gant al lagad diglav: Merc’her ha Gwener a vez hewel dalc’hmat e-kichen an Heol nemet e vez ret o c’hlask da skrink-an-deiz pe da serr-noz, rak skinoù re daer an heol a c’hellfe bezañ ur skoilh! (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)
Gwener a vez anvet ivez alies Gwerelaouen (pe Kirlaouen, pe Steredenn an Heol, pe Steredenn al Labourer daoust ma n’eus ket ur steredenn anezhi! n’eo ket un heol met ur blanedenn, evel an douar o treiñ en-dro d’an heol). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24a)

Testeni

1988 : « Heol: Sol » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Tuaut, J. : 1876. Timothé pé diviseu a zivout er fé hag en espéranç a grechéneah. Gwened : Moullerezh Galles.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.