Falz (ar)

Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’an 19.02.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Falz (ar), anv benel.

Lodenn a-raok eus ar steredeg anvet ar Morgazh, Leon pe al Lev.

Penn a-raok al leon a vez graet ar Falz anezhañ a-wezhioù; beg e lost zo Palou, ur steredenn a Strinkvaen ar Werc’hez (a-gevret gant Mazh, Gowenn ha Kaval). (Seubil-Kernaodour, 1988:19b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.