Erer Penwern
Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Erer Penwern, anv gourel.
Steredenn eus steredeg an Erer, Altair hec'h anv skiantel.
Penn an Erer, derc’houezet gant teir stereenn a-steud zo ur merk dispar e-doug an hañv betek deroù an diskar-amzer. Erer Penwern, an hini a zo e-kreiz, arvelen e liv, eo an hini welevusañ; bezañ ez eo unan eus ar stered nesañ dimp (goude a an Denvarc’h ha Steredenn ar C’hi). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b) [Reizhadenn : « e-lec’h a an denvarc’h lenn α an denvarc’h » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b). Lenn kentoc'h : « α an Denvarc’h ».]
Ar strollad Erer Penwern, Hez hag an Awen a vez anvet Tric’horn ar Verdeidi. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b)
Emañ steredenn beg e gorn war ul linenn etre Erer Penwern ha Pellez. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:21b)
Testeni
1988 : « Erer Penwern: Altair » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.