Bleiner (ar)
Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.
daskemmet d’ar 07.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Bleiner (ar), anv gourel.
Steredenn doubl eus steredeg Karr Arzhur, Alcor hec'h anv skiantel. Heñvelster : Charreter (ar).
Tost kichen ar marc’h-tirleur e kaver ar blenier, ur steredenn vihanoc’h, displann a-walc’h ar gouloù diouti, na weli nemet ma’z peus ur gweled mat; graet e veze ganti gwezhall evit prouata spister daoulagad an dud. (Seubil-Kernaodour, 1988:17b)
Testeni
1988 : « Bleiner (ar): Alcor » (Seubil-Kernaodour, 1988:26a).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.