marc'hva

Lakaet enlinenn d’ar 05.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

marc'hva, -où, pennanv niveradus gourel.

Tachenn ma vez redadegoù kezeg.

Gand ar roñs-se e c’hellen kevezata onz n’eus forz petore marc’h all evid an herrder hag ar skañvder. Meur a arnodenn a ris gantañ ha, bep tro, e leze ar mirc’hed all pell war e lerc’h e redadegou ar marc’hva. (Ab Sulio, 1929:170)
Antronoz beure e teraou ar gouel broadel gant un dibunadeg vilourel divent war marc’hva Longchamp. (Emsav, niv. 114, 1976)

Gerdarzh

Diwar ar pennanvmarc'h hag al lostger -va.

Levrlennadur

Kelaouenn

Emsav, niv. 114, Mezheven 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all (Dekvet testenn, PKB-1504). An emsav aljerian. IX. – Aljeria eus 1870 da 1900 (2) », p. 197-214.

Oberennoù ha pennadoù

Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.