gwerc'h

Lakaet enlinenn d’ar 17.06.2020,
daskemmet d’ar 06.03.2023.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; udb. : un dra bennak.

Termenadurioù

gwerc'h, adanv.

  1. (Enebet ouzh gwerc'h a galon.) Gwerc'h a gorf. Gwerc'h.

    Gwerc'h a galon. N’en deus ket bet darempredoù rev dre soñj.

    Seulvui eo glan eun den, seulvui a garantez a zo evitan, hogen Josef a zo a viskoaz gwerc'h a gorf hag a galon. (Feiz ha Breiz, niv. 12, 1937:358)
    Evid ar re a jom gwerh a galon hag a gorv, en abeg da rouantelez Doue,
    Evid ar re a boagn war hent ar zantelez,
    Aspedom an hini a ro ar spered.
    (Gelaz 1 ha Fave, 1956:2 ha 1957:2)
  2. (Diwar-benn ar meteier.) Nad eo ket bet distreset gant mab-den.
    Ne soñjas nemet eun dra : an draonienn a oa gwerc’h ha dizarempred. (Riou, 1934:7)
  3. Gwerc'h ag udb. N’en deus bet biskoazh an dra a zo kaoz anezhañ.
    Hogen lakaomp, reñver n’eo ket euver : ar ginnigadenn a rez, kentelv b. (-nt + d--nt- evel e kantalc’h, kantezv) zo meur a emsav ganti : da gentañ ez eo gwerc’h a bep arver pa ouzon ; he c’hompren a c’haller evel an delv deroù, an arzour o loc’hañ diwarni hervez e hentoù dezhañ. (Étienne, 2005:120)

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Gerdarzh

Diwar al latin virgo (Henry, 1900 ; Deshayes, 2003).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Visant Fave, Vincent Favé ; Gelaz 1, Gelasius Ier.

Kelaouenn

Feiz ha Breiz, niv. 12, miz Kerzu 1937, « Evit ma vo eurus ar vugale – III Ar familh a dle kemerout skouer diouz ar familh zantel », p. 355-361.

Oberennoù ha pennadoù

  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Étienne, Guy : 2005. « GE – 07 06 05 ». Étienne, Guy (rener) : 2006. Lavar 17. Ploveilh : Preder. P. 119-120.
  • Gelasius Ier ; Favé, Vincent (troer) : 1956. « Kanennou santel (I) – 1. Pedenn veur an Iliz. (Ar Pab Gelaz) », Follennoù distag. Bleun Brug.
  • Gelasius Ier ; Favé, Vincent (troer) : 1957. « Pedenn veur an Iliz », Bleun Brug, niv. 98, Ebrel 1957, p. 2-3.
  • Henry, Victor : 1900. Lexique étymologique des termes les plus usuels du breton moderne. Roazhon : J. Plihon et L. Hervé.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Riou, Jakez : 1934. « Ar Run-Heol ». Gwalarn, niv. 70, Gwengolo 1934, p. 7-16.