drouksoñjal

Lakaet enlinenn d’an 02.08.2020,
daskemmet d’ar 06.03.2023.

Berradurioù : m. t. meneg troet ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; ub. unan bennak ; st. ap. std. stumm a-berzh stad ; st. eb. stumm etrebroadel ; ts. gt. treuzskrivet gant ; ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.

Termenadur

drouksoñjal, verb trazeadus.

Kaout soñjoù fall.

  1. Implij antrazeat.
    Aliez en em gav gant tud divlam beza tamallet e gaou ha prizouniet dre urz ar justis. Divezatoc’h, goude ar varnedigez, e vez torret ho chadennou, mes ar varnerien a gemer peurvuia kalz amzer, ha da c’hedal beza barnet, ann dud tamallet a rank choum pell dioc’h ho zud enn eur prizoun tenval, koll ho amzer, koll ho labour, hag ann dud all, ken prest da zroug-sonjal, a gred e vezont koupabl. (Kannad Arvor, niv. 955, 1897)
    Emaint o vont da droug sonjal, Graet ho deus… (Biler-Azénor, 1907:110)
    Marteze ivez avad e faziit, rak, Doue hebken a lenn er c’halounou ; ha ma n’eo ket eun enor beza tromplet gant ardou an dud, droug-sonjal a zo gwasoc’h c’hoaz, p’e gwir droug-sonjal a zo eur pec’hed, hervez va c’hatekiz. (Kannad Arvor, niv. 1462, 1908)
    Hirio c’hoaz, e Plouzane, e komzer euz ar pez a c’hoarvezas eun nozvez ma teuas an archerien d’e glask ; kousket e oa en eur gwele kloz ; a-veac’h m’en devoue amzer d’en em denna en eun toull grêt evitan dindan an doen, m’edo an archerien en ti ; e vreur a lakeas buhan eur c’hrouadur bihan e plas ar beleg gant aoun ne deuje an archerien da zroug-sonjal o kaout ar gwele goullo. (Feiz ha Breiz, niv. 11, 1920, p. 346)
    An eizvet gourc’hemenn a Zoue a zifenn ouzomp noazout da vrud vat an nesa o lavarout gevier, o rei testeni faos, o troukprezeg, o tamlall e gaou hag o trouksonjal. (Uguen ha Tad Eujen, 1930:584-585)
    Droug sonjal ’ret, Gaudik! (Roc'hlann, 1933:8)
    Evel a ouzoc'h, komz ha skrivañ brezhoneg, pa oar yaouank, ha kaeroc'h, e gelenn d'e vugale, eo, a dra sur, en em estrenaat e-keñver ar braz eus an dud, drouksoñjal evit ar stad hag ar sistem ekonomikel, hag en em lakaat, e doare pe zoare, war harzoù ar gevredigezh. (Al Liamm, niv. 193, 1979, p. 166)
  2. Implij trazeat ameeun. Drouksoñjal a, eus, diwar-benn, war, war-bouez ub. pe udb.
    • [Ar glokaenn a zo un dra liammet gant ub.]
      N’euz ket a leac’h eta da zroug-sonjal nag euz a c’halloud Doue nag euz he garantez en hon andred. (Caroff, 1869:185)
    • [Ar glokaenn a zo un den pe ul loen dezhañ perzhioù un den.]
      Mad, a lavare Jugal ha Bizin an eil d’egile, Alan evel kent he c’harie guelloc’h egedomp-ni, rak ni a ioa prest da zrouk sonjal varnezhi. (Morvan, 1874:174)
      Ar vreg, neuze pa ne oa ket ker douget da zroug sonjal evel he goas, a lavaras e oa bet marteze Simon re hastet evid barn ann den-ze, evid eur guel hebken anezan ; hag ouspen, emezi, ann Autrou Doue a zifen droug-sonjal var ann nessa. (Feiz ha Breiz, niv. 46, 1878, p. 362)
      Simon […] n’hellas ket miret […] da lavaret pegement a vez hag a c’hlac’har en devoa da veza kement droug sonjet var eun den ker mad. (Feiz ha Breiz, niv. 46, 1878, p. 362)
      Ann darempred bemdeziec-ze a alfe lacaat ar re a so ar galloud etre ho daouarn da zroug sonjal var ann archerien..... hag... ouspen ar archerien a zeufe dre ar c’henteliou-ze dleourien en eur fæson benag d’ar Veleïen ha d’ar Relijiuset hag ac’hano ec’h alfe sevel eun tamic douet ne vent ket atau leal pe stris avoalc’h en ho c’henver ! (Jean-Joseph Farre, m. t. e-barzh Feiz ha Breiz, niv. 29, 1880, p. 232)
      Epad ma prezegue, ieul louarn koz all ker fin hag hen a zrouk-sonjaz outhan hag a lavaraz d’al lern : « matreze ema koz n’euz kollet he lost hag a garfe hor guelet ni eveltan besk !… » (Kannad Arvor, niv. 410, 1887, p. 2)
      Welloc’h e ganin beza crouget
      E kichen ar plas ma oan ganet

      Ewit beza sujet da bried
      Hen efe ac’hanon drouc sonjet.
      (Gwerz « Alietta ar Brouder » gant Glaouda an Ollier, 1895, ts. gt. ar Braz, 1896:266)
      Ha neuze ne istim, ne zarempred ket an den ma drouksonj divar he benn. (Feiz ha Breiz, niv. 3, 1905, p. 71)
      Evolato, n’he deuz ket droad da zrouk-sonjal var he mab. (Kannad Arvor, niv. 1734, 1913)
      Ret eo mirout da genta da zrouksonjal eus an nesa. (Uguen ha Tad Eujen, 1930:220)
      Ar pez a zo fall avat, eo kredi re vuan en deus graet an nesa eun droug hennak pe en deus an tech-man pe an tech-se. Ne garfemp ket e vefe drouksonjet ac’hanomp evel-se. (Uguen ha Tad Eujen, 1930:220)
      Keuz am boe da vezañ drouksoñjet eus va c'heneil ha va brec'h a lakais war e skoaz e testeni a vignoniezh. (Denez, 1951:44)
      Arabat deoc'h kaout droug ouzhin, me ho ped, arabat drouksoñjal diwar ma fenn, ret eo din mont bremañ d'e gaout, da gaout an euzhden-se, sellit 'ta ouzh e zivhar tort. (Kafka ha Lermen, 2015-2016:29)
      A-drek an nor ne oa den ebet hag an eontr a zistroas; ne oa ket dipitet rak dre chom hep spiañ e tiskoueze ar plac'h muioc'h a zrougiezh c'hoazh, met trenket e oa e imor koulskoude: »Drouksoñjal a rez diwar he fenn«, eme an alvolkad hep klask difenn pelloc'h ar glañvdiourez, marteze evit diskouez evel-se n'he doa ket ezhomm da vezañ difennet. (Kafka ha Lermen, 2015-2016:51)
  3. Implij trazeat eeun hag ameeun. Drouksoñjal udb. diwar-benn, war, war-bouez ub.
    Ne oan ket diskiant avoalc’h ec’h hellit cridi, evid droug-sonjal eun dra benag var Pi Nao, var ger Gambetta, evel m’ho dije græt meur a hini e va leac’h ! (Feiz ha Breiz, niv. 8, 1879, p. 59)
    N’e ket mad evid meur a ræson ez afe ann archerien da c’houlenn kenteliou digant ar veleien pe ar Relijiuset. Evel ma renkefent evid-se darempred ho zies couls lavaret bemdez, ar re a so ar galloud etre ho daouarn a alfe marteze droug sonjal eun dra benag var bouez ann archerien hag evelse ne ve mui etrezho kement a fizians evel ma renc beza (Jean-Joseph Farre, m. t. e-barzh Feiz ha Breiz, niv. 29, 1880, p. 232)

Gerdarzh

Diwar ar verb soñjal hag ar rakger droug-.

Troidigezh

Er gelaouennoù : « droug-sonjal, v. avoir de mauvaises pensées. » (An Oaled, niv. 66, 1938, p. 362).

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm a-berzh stad pe e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Anatol ar Braz, Anatole Le Braz ; Glaouda an Ollier, Claude l’Ollivier ; Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù ha kazetennoù

  • Al Liamm, niv. 193, 1979, « Lizhiri », p. 166-168.
  • An Oaled, niv. 66, 4re trimiziad 1938, « Geriadur klotennou, feskenn 4 », p. 357-368.
  • Feiz ha Breiz
    • niv. 46, 12 a viz Genver 1878, « Paour ha pinvidic. Arabad eo droug sonjal », p. 361-363.
    • niv. 8, 22 a viz C'hwevrer 1879, « Peltra eo Feiz ha Breiz ? D’ann dud divar ar meaz, unan anezho. (Trede loden) », p. 59-60.
    • niv. 29, 17 a viz Gouere 1880, p. 231-232.
    • niv. 3, Mae-Mezheven 1905, « Konferansou an Aotrou J. Quéré. Eisvet gourc’hemenn », p. 68-72.
    • niv. 11, Mae 1920, « Ian Lareur. Maer Plouzane », p. 345-347.
  • Le Courrier du Finistère
    • niv. 410, 19 novembre 1887, « Al louarn besk pe « Dépêche » Brest », p. 1-2.
    • niv. 955, 15 a viz Mae 1897, « Eul lezenn hag a ve digemeret mad », p. 2.
    • niv. 1462, 18 a viz Genver 1908, « Ar C’hourrier a vezo euz he amzer », p. 1.
    • niv. 1734, 12 a viz Ebrel 1913, « Per ar Meillars », p. 3.

Oberennoù ha pennadoù

  • Biler-Azénor (troer) : 1907. Aviel katolik. Sant-Brieg : Ti-moullerez Sant-Gwilherm.
  • Caroff, G.-M. : 1869. Sin ar groaz guechall a sin ar groaz breman. Landerne : P.-B. Desmoulins Mab.
  • Denez, Per : 1951. « E peoc'h an nevez-hañv. (Kendalc'h) ». Al Liamm, niv 29, Du-Kerzu 1951, p. 18-44.
  • Kafka, Franz ; Lermen, Françoise : 2015-2016. Ar Prosez. Diembann.
  • Le Braz, Anatole : 1896. « Gwerziou Breiz-Izel ». Revue celtique. Tome XVII. Pariz : Émile Bouillon. P. 264-275
  • Morvan, Goulven : 1874. « Perrin Cadoret. VI ». Feiz ha Breiz, niv. 492, 4 a viz Gouere 1874, p. 174-175.
  • Roc'hlann : 1933. Trémeur. Pez c’hoari burzudus en 3 arvest. Gwengamp : E. Thomas.
  • Uguen ; Tad Eujen : 1930. Buhez H. S. Jezuz-Krist. Hippolyte Tréhiou.