drouksoñj
Lakaet enlinenn d’ar 01.08.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; ub. unan bennak ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
drouksoñj, -où, pennanv niveradus gourel.
Soñj fall.
Deus ar galon e teu an droug-sonjo, ar vuntrerez, an aoultriez, an hudurez, ar falz testeni, an avaristed, ar blasfem, an ourgouill hag an oll drao direiz. (Biler-Azénor, 1907:137)
Kement ha pec’hiñ, e oa dinoasoc’h an drouksoñjoù eget an drougoberoù eta. (Bouëssel du Bourg, 2013:13)
Mirout ouzh an drouksoñjoù.
Evit miret euz an drouk-sonjou, ar wikont a ieaz da gaout e vandennik kuzet e lochennik eur gward, dilezet pell a ioa. (Klaoda, 1907)
Dont un drouksoñj, drouksoñjoù da ub.
Ha neuze, o velet penaus ar Gambetta na reseve nemet meuleudiou digant ar bourc’his bihan a sonje da gals a dud d’ar mare-ze e oa atau o labourat a du gant ar Gonservatourien, e teuas da gals eun tamic difians ha cals droug-sonjou, hag ar re anezho a vele eun tamic hirroc’h eget beg ho fri, a lavare souezet bras : Eun dra benag a so dindan. (Feiz ha Breiz, niv. 21, 1882)
Bezañ savet un drouksoñj, drouksoñjoù e spered ub.
« Gwelet am eus Doue, ha klevet ’m eus gantan,
« Vije ket bet savet, enep d’ec'h, ’n em spered
« Eun drouk-sonj ken diboell. (Kenteliou Sant-Fransez, niv. 4, 1927, p. 72)
Bezañ digor sprered ub. d’an drouksoñjoù.
A dra sur, an hini a labour start ha kalonek n’en deus ket amzer da sonjal en treou all ; elec’h an hini a dremen e amzer o sorc’henni, eo digor e spered d’an drouk-sonjou evel an hent bras d’an holl dremenidi. (Auffret, 1933:96)
Kas e zrouksoñj, e zrouksoñjoù diwar-dro ub.
Ar beleg, hag a ioa bet epad eur pennad he c'hovesour, a skrivaz d’ezhi meur a lizer evit klask he c’honsoli ha kas divar he zro he zroug-sonjou. (Kannad Arvor, niv. 853, 1895)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv soñj hag ar rakger droug-.
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.
Kelaouennoù ha kazetennoù
- Feiz ha Breiz, niv. 21, 20 a viz Mae 1882, « Ar Gambetta disculiet. III », p. 162.
- Kenteliou Sant-Fransez, niv. 4, Ebrel 1927, « Bleuniou Sant-Fransez. IIIet pennad », p. 70-73.
- Le Courrier du Finistère, niv. 853, 18 a viz Mae 1895, « Eur beleg lazet », p. 1.
Oberennoù ha pennadoù
- Auffret, Al. : 1933. Miz Mari ar Parrouziou. Gwengamp : E. Thomas.
- Biler-Azénor (troer) : 1907. Aviel katolik. Sant-Brieg : Ti-moullerez Sant-Gwilherm.
- Bouëssel du Bourg, Malo : 2013. « Ar c’harnedig ruz ». Al Liamm, niv. 401, Du-Kerzu 2013, p. 9-20.
- Klaoda (troer) : 1907. « Ar Re-Wenn hag ar Re-C’hlaz. Maro Sezar. (Kendalc’h) ». Ar Bobl, niv. 126, 23 a viz C'hwevrer 1907, p. 2.