divevenniñ
Lakaet enlinenn d’ar 04.11.2021,
daskemmet d’ar 05.11.2021.
daskemmet d’ar 05.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
divevenniñ, verb trazeat.
(Dre skeudenn-lavar.) Lakaat traoù war ziskouez, dre skrid pe dre gomz, evel pa ne vefe bevenn ebet etrezo.
E gomzou na oant nemed avel, e desteniou nemed c’houez, mes gant avel ha c’houez e kargas kof an holl, rak na reas nemed divevenni pep tra, henvel ouz eur wenanen a tremen us d’eur vleuen hep stoka outi. (Hekleo Penn ar Bed, niv. 189, 1909:1k)
Gerdarzh
Diwar ar verb bevenniñ hag ar rakger di-.
Levrlennadur
Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Hekleo Penn ar Bed, L’Écho du Finistère.
Kazetenn
L’Écho du Finistère, niv. 189, 17 a viz Gouere 1909, « Eur zell-tro. Hon c'hannaded », p. 1.