amgelc'h

Lakaet enlinenn d’ar 16.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

amgelc'h, pennanv gourel.

Hollad an dud hag an traoù a zo en-dro d’unan bennak pe d’un dra bennak. Heñvelster : endro.

En o amgelc'h nevez, ha goude bezañ bet kristenet edan o roue Sant Stefan, ar Vagiared a dlee donet buan da Europiz wirion. (Galdi ha Raude, 1957:32)
Ma 'z eus e-touez lennerien Al Liamm tud hag a garfe kregiñ da zeskiñ iwerzhoneg en e amgelc'h hengounel, koulz ha gouzout hiroc'h diwar-benn Iwerzhon a vremañ, ra skrivint d'am chomlec'h (Heusaff, 1980:395)

Gerdarzh

Diwar ar bennrann -kelc'h- hag ar rakger am-.

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Laszlo Galdi, László Gáldi ; Alan J. Raude, Alain J. Raude.

Oberennoù ha pennadoù

  • Heusaff, A. : 1980. « Bodadeg-vloaz ar C'hevre Keltiek », Al Liamm, niv. 202. p. 394-398.
  • Gáldi, László ; Raude, Alain J. (troer) : 1957. « Taolenn ar yezh vagiarek », Al Liamm, niv. 61, Meurzh – Ebrel 1957, p. 30-32.