kevamzeriat

Lakaet enlinenn d’an 21.07.2020,
daskemmet d’ar 15.08.2022.

Berradurioù : p. pajennoù ; rumm. rummenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

kevamzeriat, adanv.

Eus an hevelep koulz hag unan bennak.

En Pariz, en hevelep amzer ma Studie en skol an Diel, an den iaouank a heuille gant ioul an emzao lennegel kevamzeriad. (Bodlann, 1913:169)

Gerdarzh

Diwar ar rakger kev-, ar pennanv amzer gant un i degaset, dre vezkresk, gant al lostger -at.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Bodlann, Hippolyte Laterre.

Oberennoù ha pennadoù

Laterre, Hippolyte : 1913. « Hersart a Gervarker (1815-1895) ». Ar Vro, rumm. 8, Here 1913, p. 168-170.