amzeriadur

Lakaet enlinenn d’an 21.07.2020,
daskemmet d’ar 14.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

amzeriadur, -ioù, pennanv gourel.

  1. Pennanv hollek.
    1. Oberiadur dizoleiñ, priziañ pe menegiñ amzeriad un dra bennak.
      Gwall-deñval eo c’hoaz amzeriadur ar pevar foderez-se, daoust d’an hendraourien da striva piz d’e splannaat. (Mordiern, 1932:26-27)
      Krouiñ un aergelc'h a vennas Kongar ober, unan espar ha kevrinus, gwall enebet ouzh ar pezh gwirlivek a zo er gontadenn a-hendr all, doareet iskrivoc'h c'hoazh gant stumm-kontañ ar skrivagner : pennadoù di-ere o tigeriñ trumm hep lec'hiadur nag amzeriadur resis : kafunet ha dispis e chom pep tra. (Olier, 1952:27)
    2. Urzhiadur un dra bennak e-keñver an amzer.
      • (Diwar-benn an traoù.) Deiziad hag eur lakaet evit un abadenn.
        Roll an devezh zo bet hini ar bloavezhioù kent, tost da vat. Eilpennet e oa bet koulskoude amzeriadur ar ger-stur hag al lein. (Al Liamm, niv. 112, 1965, p. 355)
        Fiziet e vez e Gwazva ar C'helenn ar gefridi da dermenañ niver, danvez, amzeriadur ar c'hentelioù dre emglev gant Renerezh Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion. (Al Liamm, niv. 115, 1966, p. 136)
      • (Diwar-benn al labourerion.) Aozadur amzer labour unan bennak.
        A-du-rall e vo pledet kalz pishoc'h gant amzeriadur al labourerion a-benn reiñ da bep hini ul lec’h dereat er framm, evit kreskiñ efedusted ar framm ha dreist-holl dre an arbenn ma rank ar gwir da gemer perzh el levierezh bezañ diazezet war ar perzh kemeret el labour. (Emsav, niv. 15, 1968, p. 73)
  2. Pennanv niveradus. Heuliad deiziadoù a denn da istor un dra bennak liammet gant an darvoudoù a glot ganto ha renket hervez red an amzer.
    Amzeriadur berr dispac'h 1848 (Al Liamm, niv 61, 1957, p. 41)

Gerdarzh

Diwar -amzer(i)-, pennrann ar verb amzeriañ hag al lostger -adur.

Levrlennadur

Kelaouennoù

  • Al Liamm
    • niv 61, Meurzh-Ebrel 1957, « Amzeriadur berr dispac'h 1848 », p. 41-42.
    • niv. 112, Gwengolo-Here 1965, « Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerion 1965 », p. 355-356.
    • niv. 115, Meurzh-Ebrel 1966, « Strollad an Deskadurezh Eil Derez », p. 135-141.
  • Emsav, niv. 15, Meurzh 1968, « Kentañ bodadeg vloaz an deskadurezh vroadel Roazhon d’an 10 a viz Meurzh 1968 », p. 69-74.

Oberennoù ha pennadoù

  • Mordiern, Meven : 1932. « Istor ar Bed. Trede levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa ». Gwalarn, niv. 44-45, Gouere-Eost 1932.
  • Olier, Youenn : 1952. « Prederiadennoù e sigur un nebeut skrivagnerion vrezhonek ». Al Liamm, niv. 35, Du-Kerzu 1952, p. 26-33.