aoureg
Lakaet enlinenn d’ar 25.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; not. notenn ; p. pajennoù ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
aoureg, -i, -où, pennanv niveradus benel.
- Gwelead aour.
- [El liester, dindan ar furm aouregoù.]
en aouregou dizour, a gaved er gwiskadou douar lec’hid, e veze torret ar moudennou lec’hid aourus ; gwalc’het ha dizouaret e vezent, goude-ze, dre o doura en dilaverezou, ha teuzet an dilavadur anezo er forniezou. (Mordiern ha Vallée, 1913:24-25 ; s. i. o. Mordiern ha Vallée, 1944:183)
Digor hizio d’hon argadadennou-preizata maeziou ec’hon ha mengleuziou pinvidik-dreist ar Gouzout, evel m’edo digor, tri mil vloaz a zo, dirak hor Gourdadou, douarou-labour, peurvanou, aouregou, kouevregou, arc’hantegou ha houarnegou ar Bed. (Mordiern, 1935:39)
- [El liester, dindan ar furm aouregi.]
Paot-meurbet e veze gwelet greunennou aour war greiz an XIXvet kantved, da heul ar c’havadennou a oa bet graet a aouregi stank ha pinvidik-mor er broiou gouez nevez-digoret da Europiz, dreist-holl e Kalifornia (diwar ar bloaz 1848) hag en Aostralia (e 1851 : aouregi Nevez-Kembre ar C’hreisteiz ha Viktoria). (Mordiern ha Vallée, 1941:90-91, not. 7)
Evel ofiser-polis, ha gantañ ur strolladig-tud nemetken, e kerzhas war-hed 25 lev, hep ehanañ, etrezek aouregi ar stêr Buckland hag e lakaas an urzh da ren eno adarre. (Aberhel, 1968:214)
Kregiñ a reas, neuze, ar glaskerien aour da vont etrezek ar vro-se hag e teujont eno niverusoc'h-niverusañ. Da vont betek ar stêrioù aourus hag an aouregi e treuzent bro ar Yanaed. (Andouard, 1971:368)
Diwar Egipt o deus gouzalc’het e 1892 ez astenn Breizhveuriz o beli war ar Soudan saoz-egiptat ; en em staliañ a reont e Nigeria, en Afrika-Reter, e Rodezia hag, e 1899, ez argadont an div republik afrikander Orange ha Transvaal ma’z eus aouregi eus ar re vrasañ er bed. (Emsav, 1976)
- [El liester, dindan ar furm aouregoù.]
- Mengleuz aour.
- [El liester, dindan ar furm aouregi.]
D’ar mare-se e oa gwarezet an tiez-hent-houarn evel ma vijent bet aouregi pe eskern sent Doue. (Meavenn, 1941:129)
Va zad a oa en e gichen ar muiañ-karet eus e vreudeur, deuet en-dro eus aouregi Iwerzhon-Veur da dremen Gouel ar Pevarzekved en hon ser. (Mordiern, 1965:15)
- [El liester, dindan ar furm aouregi.]
Gerdarzh
Diwar ar pennanv aour hag al lostger -eg.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Emsav, niv. 119, Du 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all (Pemzekvet testenn, PKB-1519) : An emsav aljerian. XIV. – Aljeria eus 1870 da 1900 (5) : gwarzh Panama ; an tevezvodoù araokadour », p. 404-425.
Oberennoù ha pennadoù
- Aberhel : 1968. « Alan Moorehead - " Cooper's Creek " - Dell Publishing Co, Inc., Nevez-York ». Al Liamm, niv. 128, 1968. P. 213-216.
- Andouard, Loeiz : 1971. « Al levrioù ». Al Liamm, niv. 148, 1971. P. 367-369.
- Meavenn, Fant R. : 1941. « Ar follez yaouank ». Gwalarn, niv. 140-143, Gwengolo-Kerzu 1941. P. 119-141.
- Mordiern, Meven : 1935. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn II) ». Gwalarn, niv. 78, Mae 1935.
- Mordiern, Meven : 1965. « Bodadeg ar Pevarzekved ». Al Liamm, niv. 108, Genver-C'hwevrer 1965. P. 12-16.
- Mordiern, Meven ; Vallée, François : 1913. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur. Pennad VII. An ard hag en ijinerez. An Oriant : Pays Breton.
- Mordiern, Meven ; Vallée, François : 1941. « Eñvorennouigou ». Gwalarn, niv. 140-143, Gwengolo-Kerzu 1941. P. 83-118.
- Mordiern, Meven ; Vallée, François : 1944. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur, trede moulladur. Brest : Skridoù Breizh.