petiaoul

Lakaet enlinenn d’an 02.01.2026.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. : niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

petiaoul, ger goulenn, ger estlammiñ hag estlammadell.

Ger a dalvez da bouezañ war un dra bennak en ur ziskouez ez eur souezhet pe hegazet gantañ. Heñvelsterioù : petra an diaoul, petra an tanfoeltr.

Pitiaoul kement mañ : gwerachou; fornigellou, listri a bep seurt hag a bep ment, ha me oar-me. (Ar Dewi, 1929:299)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Dewi, G. : 1929. « Yann e vaz houarn ». Feiz ha Breiz, 56vet bl., niv. 8, Eost 1929, p. 291-306.