daneveller

Lakaet enlinenn d’an 30.08.2026.

Berradurioù : emb. gt. embannet gant ; niv. niverenn ; p. pajenn ; s. o. sellet ouzh.

Termenadur

daneveller, -ien, pennanv niveradus gourel.

Den karget da sevel ur rentañ-kont pe rentaoù-kont, dre gomz pe dre skrid, e anv ur c'hengor, ha da dreuzkas ali ar c'hengor-se dirak un ensav anavezet.

Pevar daneveller arbennik eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) o deus disklêriet bezañ chalet gant ar pezh a c’hoarvez da Ganakiz. (Ya!, niv. 1003, 2024:2a) [E-lec'h : « d’ar Ganaked ».]

Evezhiadenn : evit ar sterioù hag an implijoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).

Levrlennadur

Kazetenn

Ya!, niv. 1003, 27 a viz Eost 2024, « Kanaky », p. 2a-b.