-oñ

Lakaet enlinenn d’an 10.02.2025,
daskemmet d’ar 29.03.2025.

Berradurioù : ds. dornskrid ; eneb. enebenn ; gwerz. gwerzenn ; m. gt. : meneget gant ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel ; tu-g. tu-gin ; tu-r. tu-reizh.

Termenadurioù

-oñ, lostger pennanor.

  1. Lostger a dalvez da sevel ar furm atizañ.
    Ret eo c’hoazh kaout aked a greiz kalon, poaniañ a volontez start, ha kenderc’hel da boanio en desped da bep tra. (Lizeri Breuriez ar Feiz, 1947:13, m. gt. ar Glev, 1992:2972a, pg. 4. Que, C. Infinitif en -o et optatif futur, 2.)
  2. Lostger a verk an dalvoudegezh en deus an ober e spered ar c'homzer, en abeg d’ur gourc'hemenn mallus, d’ur santadur a zever, d’an droug ouzh un dra enep an talvoudoù emreizhel, d’ur souezh, ha kement zo. (Ternes, 1970:247)
    lakad ərbəxi:n də-vreɲow (Ternes, 1970:247) [lakaat ar bezhin da vreinoñ]
    niče kran xẃerxow. (Ternes, 1970:248) [N’eo ket kran c'hoerzhoñ.]
    məja də-walxow məndijat. (Ternes, 1970:247) [Me a ya da walc'hoñ man dilhad.]
    mand exẃerxow xufəšet. (Ternes, 1970:248) [Emant éc'h werzhoñ o fesked.]
    ka də-laxow ərɡulew! (Ternes, 1970:247) [Kae da lazhoñ ar gouloù !]
    pasow əra ənamzeir. (Ternes, 1970:248) [Pasoñ a ra an amzer.]
    red əwa pajiɲ y-rãtrow. (Ternes, 1970:248) [Ret a oa paeiñ evit rañtroñ.]
    niwa eštaŋkow ərzixeir. (Ternes, 1970:247) [Ni a oa é stankoñ ar seier.]
  3. [E-barzh stumm rannyezhel verboù zo er pennanor, evel c'hwezhoñ, dizoleoñ, fouetoñ, kontoñ, kouezhoñ, kreskoñ, lugernoñ, skornoñ, tennoñ, teuzoñ…]
    Hwéo ’ra ’n aèl, hat ! (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:59) [C'hwezhoñ a ra an avel avat !]
    ’Ma ’n oab ’ tizoléo. (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:42) [Ema an oabl o tizoleoñ]
    Pas zell deuz ’loar, hend-èll tèyo ’laer loar da foueto n’hoc’h ga’m bod-lann ! (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:40) [Pas sellet ouzh al loar, a-hend-all e taio laer al loar da fouetoñ ac'hanoc'h gant ur bod-lann.]
    ’Ma ’n dyol ’fwéto é r’hwèg. (MB-Rc) (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:54) [Ema an diaoul o fouetoñ e wreg.]
    Luyed zo. Pell ’ma ’n harneuñ pé ’ma ket ? Daw vê konto. (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:54) [Luc'hed a zo. Pell ema an arnev pe n’ema ket ? Dav e ve kontoñ.]
    Kouèw ra glaw-èrc'h. (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:63) [Kouezhoñ a ra glav-erc’h.]
    Koèo dru rè ’n èrc’h,’gwiska’ mat zo dija àr ’n douar ! (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:63) [Kouezhoñ druz a ra an erc'h, ur gwiskad mat a zo dija àr an douar !]
    ’Loar zo ’krècho (ClCt), ’pigno (Rc, Mln), ’hont da ’lae (Rc, Mln), mon’ d’en nhec’h… (Bnlc) (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:39) [Al loar a zo o kreskoñ / o pignoñ / o vont d’al lae / o vont d’an nec'h…]
    Lugerno ’ra ’n hent ga’ rièl. (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:64) [Lugernoñ a ra an hent gant ar riell.]
    En dour zo ’fon da zorno. (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:61) [An dour a zo o vont da skornoñ.]
    Benn vê sklèr ’n amz’r vê gall’ tenno fotoiou dispar. (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:43) [A-benn ma vez sklaer an amzer e vez gallet tennoñ fotoioù dispar.]
    Teuño ’ ra ’n erc’h. (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:64) [Teuzoñ a ra an erc'h.]
    Dré am’ ’chom ket pél ’n erc’h àr ’n douar, teuñio rè founnuch (benn vê èrc’h !) (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:64) [Dre amañ ne chom ket pell an erc'h àr an douar, teuzoñ a ra founnus (a-benn ma vez erc'h !)]

Evezhiadenn

Meneget eo an ster 1 gant Reun ar Glev (1992:2972, pg. 4. Que, C. Infinitif en -o et optatif futur) ha gant Koulizh Kedez (2012:146). Lakaat a reont war wel o-daou ne vez ket anat atav lakaat kemm etre furm atizañ ar pennanor hag ar bonragor implijet gant un dalvoudegezh hetiñ :

« Pet(r)a neus laret (ar mezeg) d’ar vamm ? — Paeo ! paeo ! /ˈpeːɔ/ ar vizit ! pa ve(z) an distera(ñ) tra deustu ’ gav dei eo klañv-bras. » (Kedez, 2012:146)

Takadoù arver

Anavezet eo ar ster 1 e Kernev-Izel ; hag eus ur gelaouenn eus Kemper e teu ar skwer roet uheloc'h.

Ar ster 2 a zo bet notennet e Groe (Ternes, 1970:247).

Rouez a-walc'h eo ar ster 3 e Kernev-Izel. Dastumet eo bet lazhoñ ha kouezhoñ, « koueo & lao » e Sant-Kouled evelkent (Kedez, 2012:146). Ar c'hargad kreñv a from a zoug an daou verb-se a c'hallfe bezañ unan eus an abegoù a zisplegfe ez eo deuet al lostger -oñ da vezañ an hini nemetañ arveret e pennanor pep hini anezhe en takad-se.

Istor

stummoù skrivet. 987 : -om ; « guscredom » (Ds. Añje 477, diembann, m. gt. Fleuriot, 1964-a:203b, 276b). 1519 : -o ; « Euit m’o euity, quent y daz eſpio. » (Archer Coz, 1575:eneb. 39 tu-r., gwerz. 1962) [Evit m’o eviti, kent i da ’z espioñ.] ; « Gant an Diaoülou, poanyou ouz ho plono. » (Archer Coz, 1575:eneb. 41 tu-r., gwerz. 2069). 1530 : -aff, evit -off ; « prenaff », lakaet da zegouezhout gant « doff » (Hemon, 1962:83). 1612 : -off ; « stoeoff » (Gueguen, 1612:176, eneb. 88 tu-g.). 17vet kantved : -ou, e gwenedeg ; « couehou », « guerhou », « ouillou » (Hemon, 1956:689, 477, 1256). 1956 : -oñ, evit merkañ ar friadur gwan-tre e Sant-Ivi ; « ’n eur veoñ ’bar’n diroll » (Alan Heussaff, m. gt. Even, 1987:143) [en ur vevoñ e-barzh an diroll]. 2012 : -oñ, hep friadur ; « /laɔ̆/ /kweɔ̆/ […] lazoñ (lazhañ), kouezoñ (kouezhañ) » (Kedez, 2012:269).

Meur a desteni eus ar stumm -off a gaver e krennvrezhoneg, met ne gaver testeni ebet eus ar stumm *-ouff a c'hortozfed ivez d’ar mare-se (Fleuriot, 1964-b:311).

Stummoù treuzskrivet. Mare an henvrezhoneg : /oṽ/, distagadur -om (Fleuriot, 1964-b:311). 1970 : /ow/, e Groe ; s. o. ar skwerioù eus ar ster 2 (Ternes, 1970:247-248).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau.

Kelaouenn

Lizeri Breuriez ar Feiz, Mae 1947, « Da vont mat en-dro », p. 10-14.

Oberennoù ha pennadoù

  • Archer Coz (an), Iehan : 1575. Le mirover de la mort, en breton : au quel doctement, & deuotement, est trectè des quatre fins de l’home : ceſt á ſcauoyr de la mort, du dernier iugement, du treſ-ſacre Paradis : & de l’horible priſon de l’Enfer : & ſes infinis tourments. S Françes Cuburien.
  • Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.
  • Even, Arzel : 1987. Istor ar yezhoù keltiek – 1 –. Lesneven : Hor Yezh.
  • Fleuriot, Léon : 1964-a. Dictionnaire des gloses en vieux breton. Pariz : Librairie C. Klincksieck.
  • Fleuriot, Léon : 1964-b. Le vieux breton : Éléments d’une grammaire. Pariz : Librairie C. Klincksieck.
  • Gueguen, Evzen : 1612. Confessional d’astumet eves an doctoret catholic apostolic ha romain. Naoned Pezron Doriou.
  • Hemon, Roparz : 1956. Christmas Hymns in the Vannes dialect of Breton. Dulenn : Dublin Institute for Advanced Studies.
  • Hemon, Roparz : 1962. Trois poèmes en moyen-breton. Dulenn : Dublin Institute for Advanced Studies.
  • Kedez, Koulizh : 2012. Yezh va zud. Sant-Kouled : Al Liamm.
  • Le Gléau, René : 1992. Dictionnaire classique français breton. Tome VIII. Passe - Racontar. Brest : Al Liamm.
  • Ternes, Elmar : 1970. Grammaire structurale du breton de l’île de Groix. Heidelberg : Carl Winter Universitätsverlag.