laz-telennañ
Lakaet enlinenn d’an 09.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
laz-telennañ, lazoù-telennañ, pennanv niveradus gourel.
Hollad telennourion a son a-gevred.
An Itron Augusta Herbert a Lanover he doa roet aotre d' he Laz-telennañ da zont asambles gant ar Gannadelezh. (Jaffrennou, 1956:55)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv laz hag ar verb telennañ.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou.
Oberennoù ha pennadoù
Jaffrennou, François : 1956. « Eñvorennou hanter-oad ». Al Liamm, niv. 58, Gwengolo-Here 1956. P. 50-56.