laz-c'hoari
Lakaet enlinenn d’an 09.11.2021,
daskemmet d’an 13.11.2021.
daskemmet d’an 13.11.2021.
Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
laz-c'hoari, lazoù-c'hoari, pennanv niveradus gourel.
- Hollad sportourion a gemer perzh en ur gevezadeg a-enep un hollad sportourion all. Heñvelsterioù : laz, skipailh, strollad.
Skritellou ramzel a oa skignet du-man du-hont war ar gompezenn, darn a-sounn evit trenienidi an douar, darn a-zinaou pe ledet war ar geot evit tremenidi an aer :C’HOARI-HORELL
c’hoariadeg vras
e sell eus abadennad diweza
an tournamant etrevrôadel
ar 17 a ebrel
etre laz-c’hoari Bro-Connacht
ha laz-c’hoari Bro-Leon
e Lesneven (Hemon, 1926:78)Tamm ha tamm avat e savas kriadeg er sportva : ne oa hini ebet eus an daou laz-c’hoari gouest da gemer e greñv war egile. (Konan, 1944:4k)
- Hollad sonerion a son a-gevred. Heñvelster : laz-seniñ.
Al Laz-c'hoari a oa enni pevar telennour, ur gwaz, Peder James, ha teir maouez, an Itron Gruffydd, an dimezell Maggie Jones, hag an dimezell X... (Jaffrennou, 1956:55)
- Hollad dremmourien a seven arvestoù pezhioù-c'hoari. Heñvelster : strollad.
Unan bennak er sal en deus klasket displegañ damc’hwitadenn al laz-c’hoari e-mesk ar vrezhonegerion all. (An Noalleg, 1977:58)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv laz hag ar verb c'hoari.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Jaffrennou, François Jaffrennou.
Oberennoù ha pennadoù
- An Noalleg, Chantal : 1977. « Digant Chantal an Noalleg ». Emsav, niv. 124, 1977. P. 56-59.
- Hemon, Roparz : 1926. « An Aotrou Bimbochet e Breiz (Kendalc’h) ». Gwalarn, niv. 6, hañv 1926. P. 78-80.
- Konan, Jakez : 1944. « Piv zo mestr da Vro-Dreger ? Ur c’hrogad start ». Arvor, niv. 165, 19 a viz Meurzh 1944. P. 4.
- Jaffrennou, François : 1956. « Eñvorennou hanter-oad ». Al Liamm, niv. 58, Gwengolo-Here 1956. P. 50-56.