uhelstrollad

Lakaet enlinenn d’an 18.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

uhelstrollad, -où, pennanv niveradus gourel.

Hollad an ofiserion, bagad ebet leviet gante, anezho kenlabourerion dostañ un ofiser uhel pe ur jeneral, hag a zo karget da zanzen an urzhioù, an doare d’o zreuzkas ha d’o seveniñ ha da genurzhiañ an oberiadurioù war an dachenn. Heñvelsterioù : strollad-meur, sturvod, uhelstrollad-arme.

Ar wirionez a zo ganeoc'h, Aotrou Major. Met ho tigarez, me ho ped, n' omp ket kiriek, peogwir tri skouer ar roll a zo bet digaset dimp ar beure-mañ gant ur soudard eus Uhel-Strollad ar rann-arme. (Priel, 1962:36)
Galvit, mar plij, dre bell-gomzer an Uhel-Strollad, din da gannañ o roched d'an Aotrounez-se. (Priel, 1962:36)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv strollad hag ar rakger uhel-.

Troidigezh

Er geriadurioù :

  • uhel-strollad (ofiserien), « état-major » (Vallée, 1931:pg. état),
  • uhel-strollad, « état-major ». (Ar Glev, 1987:pg. 4. état)

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.
  • Priel, Jarl : 1962. « Kazh ha logodenn ». Al Liamm, niv. 90, Genver-C'hwevrer 1962, p. 29-56.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]