sturvod

Lakaet enlinenn d’an 18.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

sturvod, -où, pennanv niveradus gourel.

Skipailh a ren ur strollad bras.

  • (Kaoz a zo eus ur strollad politik.)
    Evit abegoù a bolitikerezh izel, o deus sturvodoù Paris hag o c’heneiled e Breizh aberzhet unvaniezh an tu kleiz hag ivez Breizh. (Emsav, niv. 80, 1973)
    Daoust da zisfiziañs Clémenceau ha Guesde ez a radikaled ha sokialourion d’ober ar pep brasañ eus sturvod ar Strollad broadel. (Emsav, niv. 117, 1976)
  • (Kaoz a zo eus an arme.) Heñvelsterioù : strollad-meur, uhelstrollad, uhelstrollad-arme.
    An eskibion c’hall zo gwell ganto na gomz ent foran a gement-se : evito koulz hag evit ofisourion sturvod ar morlu ez eo diskleriadenn ar C’hardinal ur souezhadenn vras. (Emsav, niv. 118, 1976)
    Ar c’hargad amsavat, Von Schwartzkoppen, en deus adlusket ar spierezh e Bro-C’hall e kuzh d’ar c’hannadour, o tegemerout e urzhioù rag-eeun digant ar Sturvod alaman e Berlin. (An Nestour, 1977)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv bod hag ar rakger stur-.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • sturvod, « état-major » (Ar Glev, 1987:pg. 4. état).
  • sturvod, « état-major » (Menard, 2012).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau ; Roger an Nestour, Roger Le Nestour.

Kelaouenn

Emsav

  • niv. 80, Eost 1973, « S.A.D.E.D. : Daouzekvet prantad kendaelañ bloaziek (4). Kendael a-zivout istor kealiadurezh al luskadoù breizhek », p. 251-274.
  • niv. 117, Gwengolo 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Trizekvet testenn, PKB-1514) An emsav aljerian. XII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (3) : ar voulañjouriezh (1885-1890) », p. 324-340.
  • niv. 118, Here 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Pevarzekvet testenn, PKB-1517) An emsav aljerian. XIII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (4) : ar bountad sokialour ; entuadur ar gatoliged gant ar Republik. », p. 370-385.

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.
  • Le Nestour, Roger : 1977. « A-zivout an afer Dreyfus ». Emsav, niv. 121, p. 37-51.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.