skroker

Lakaet enlinenn d’ar 16.07.2020,
daskemmet d’an 22.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

skroker, -ion, pennanv niveradus gourel.

Den a c'hounez arc'hant pe danvez unan bennak all en un doare dizonest.

War un dro eo livet buhez izili ar chapel, ar re vat koulz hag ar re fall, Robert Pugh koulz ha Jeremiah Jenkins, ar skroker skragn a goll brud vat ar chapelourion dre en em ziskouez dizonest en e aferioù ha didruez e-keñver an dud paour. (Olier, 1964:146)

Gerdarzh

Diwar -skrok-, diwar ar galleg escroquer, hag al lostger -er.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Olier, Youenn : 1964. « Ur romantour kembraek en naontekvet kantved : Daniel Owen ». Al Liamm, niv. 103, Meurzh-Ebrel, 1964, p. 142-155.