skrokadur

Lakaet enlinenn d’ar 16.07.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

skrokadur, pennanv hollek gourel.

Oberiadur gounit arc'hant pe danvez unan bennak all en un doare dizonest.

En arbenn d' ar garantez-se emañ paket ar c'habiten Trefor en un drama dic'hortoz ha kasaus : emañ Enoc Huws e karantez Susi, e verc'h ; houmañ avat n' eo ket douget dezhañ tamm ebet (evurusamant rak breur ha c'hoar ez int e-giz ma ouzer) ; an tad avat ne oar ken petra ober : dibabet en doa Enoc da breizh en e afer skrokadur nevez (ur vengleuz diviet a zo da lakaat da vale endro, sañset, pa oar ervat ne vo ket tu biken) ; hogen ne gred ket mui kas da benn e vennad o soñjal ne c'hell ket evelato rivinañ e zanvez mab kaer. (Olier, 1964:154)

Gerdarzh

Diwar -skrok-, diwar ar galleg escroquer, hag al lostger -adur.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Olier, Youenn : 1964. « Ur romantour kembraek en naontekvet kantved : Daniel Owen ». Al Liamm, niv. 103, Meurzh-Ebrel, 1964, p. 142-155.