poblidigezh
Lakaet enlinenn d’ar 24.10.2021,
daskemmet d’ar 05.12.2021.
daskemmet d’ar 05.12.2021.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
poblidigezh, pennanv hollek benel.
Oberidigezh poblañ.
Diwar-benn poblidigez ar C’hanada, e istor, h.a., lenn : F.X. Garneau, Histoire du Canada, 3 levrenn, Kebek, 1852 ; A. Ferland, Cours d’hist. du Canada, 2 levrenn, Kebek, 1861 ; Taillon, Hist. de la colonie française du Canada, 2 levrenn, Montreal, 1865 ; Moreau, Hist. de l’Acadie française, Pariz, 1873 ; P. Margry, Découvertes et établissements des Français dans l’Amérique septentrionale, 6 levrenn, 1888 ; Sylva Clapin, La France transatlantique : le Canada, 1885 ; Gailly de Taurines, La Nation canadienne, 1894 ; G. du Bosq de Beaumont, Une mission en Acadie, war T. du M. 1900. (Mordiern, 1935-a:49)
E 1763, e oa bet embannet eur Reizadur a lakae da vevenn war boblidigez ar vro gant ar Wenngroc’heneien aradennad ar menez Allegani, en em astenn adalek harzou ar C’hanada en hanternoz betek kompezennou an Alabama er c’hreisteiz. (Mordiern, 1935-b:28)
An ober gant ar c’hefluskeriou dre aezenn-dour, evit lakaat da vont en-dro ar c’hirri hag ar bagou, a rôas eun taol-lusk souezus da boblidigez Kornog Amerika gant ar saoznegerien. (Mordiern, 1935-b:34)
Daou dra dreist ar re-all, moarvat, o deus rôet lañs da boblidigez ar geotegi dre aesaat d’an dud beva enno :
1° Ijinidigez ar rod hag an ahel, al laz hag ar yeo, e penn-kenta oadvez ar metalou.
2° Doñvidigez ar marc’h e dibenn nevez-varevez ar maen, hag an ober gantañ diwezatoc’h war eun dro evel loen-marc’hegez hag evel loen-tenn. (Mordiern, 1937:24)
Liberter a-viskoazh eo bet Breizhiz. Prouennoù a denn ivez eus luniadur ar boblidigezh, pa veneg da skouer strewadur an atantoù war ar maez ; dilestret eo ar Vrezhoned unan-hag-unan en Arvorig, o chom pep hini war e dachenn ; bepred ez eo manet ivez ar c’hontelezhioù disrann mat. (Emsav, niv. 70, 1972)
Diwar-se, ha diwar orin an dud deuet a-gevret gant Isaac de Razilly, e c'heller dastum n' o deus ar Vretoned kemeret perzh ebet e poblidigezh Rannvroioù-mor ar C'hanada. (Andouard, 1970:216)
Er bloaz-se ivez e teuas un darvoud all hag a oa da bouezañ kalz, diwezhatoc'h, war vuhez an Amerikaned ha war boblidigezh ar vro : ur c'habiten hollandat en em gavas war aber ar James, gantañ evel marc'hadourezh ur garg vorianed a oa bet o kerc'hat en Afrika. (Kongar, 1977:213)
Gerdarzh
Diwar pobl-, pennrann ar verb poblañ, hag al lostger -idigezh.
Levrlennadur
Kelaouenn
Emsav, niv. 70, Here 1972, « Kendael a-zivout istor kealiadurezh al luskadoù breizhek, Pevare testenn : Kealiadurezh Émile Masson », p. 309-318.
Oberennoù ha pennadoù
- Andouard, Loeiz : 1970. « Cheticamp ». Al Liamm, niv. 140. P. 215-219.
- Kongar, Kenan : 1977. « Un damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik ». Al Liamm, niv. 182. P. 210-218.
- Mordiern, Meven : 1935-a. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn I) ». Gwalarn, niv. 76, Meurzh 1935.
- Mordiern, Meven : 1935-b. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn III) ». Gwalarn, niv. 82, Gwengolo 1935.
- Mordiern, Meven : 1937. « Istor ar Bed. Pempvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). II ». Gwalarn, niv. 101-102, Ebrel-Mae 1937.