diboplaat

Lakaet enlinenn d’an 21.10.2021,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn, p. pajenn.

Termenadur

diboplaat, verb.

Dont da vezañ bihanoc'h niver e annezidi.

Kontrol eus Bro-Saoz, o tipoblaat emañ Bro-C'hall, hag eviti Breizh a zo un arboellad-tud e-lec'h n'eus nemet puñsañ. (Poupinod, 1947:12)

Gerdarzh

Diwar an adanv dibobl hag al lostger -aat.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann Boupinod, Yann Poupinot.

Oberennoù ha pennadoù

  • Poupinod, Yann : 1947. « Divroerezh ar Gelted en amzer-vremañ ». Al Liamm, niv. 4, nevez-amzer-hañv 1947, p. 6-13.