kosped

Lakaet enlinenn d’an 10.07.2023.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

kosped, kospidi, pennanv niveradus gourel.

Den douget ur gosp outañ.

War dachenn ar barnerezh he deus ar galloud-diskounaat, eleze ar galloud da ziverkañ en holl d’an holl roudoù ar felladennoù, da freuzañ ar c’hondaonadurioù douget ouzh ur rumm a gospidi. (Emsav, niv. 46, Here 1970)
O krediñ e didamallded Dreyfus ne oa nemet e gerent-nes : e wreg Lucie hag he ziegezh dezhi, ha dreist-holl breur henañ ar c’hosped, Mathieu, a oa greantour en Elzas hag en doa dibabet chom keodedour gall. (An Nestour, 1977-a)
E 1897 o deus Lucien Herr ha Jaurès soñjet sevel un talbenn sokialour da harpañ ar stourmad azgwelour, nemet e kavont enebiezh a-berzh ar pennoù sokialour all evel Jules Guesde, tuet da welout e Dreyfus ur c’hosped brientekaet en abeg d’e orin renkadel ; pezh a lak Jaurès da zigalonekaat ha da gensinañ a-benn ar fin ar Manifesto d’ar Broleteriezh (Emsav 122/ 28-29, 1977). (An Nestour, 1977-b)

Gerdarzh

Diwar ar furm kospet, adanor eus ar verb kospañ.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Roger an Nestour, Roger Le Nestour.

Kelaouenn

Emsav, niv. 46, Here 1970, « Notennoù politikel (16), Ar renadoù gall. II. – Ar renad a-vremañ ».

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Nestour, Roger : 1977-a. « A-zivout an afer Dreyfus ». Emsav, niv. 121, 1977. P. 37-51.
  • Le Nestour, Roger : 1977-b. « A-zivout an afer Dreyfus ». Emsav, niv. 123, 1977. P. 30-42.