kospañ

Lakaet enlinenn d’an 09.07.2023,
daskemmet d’an 10.07.2023.

Berradurioù : emb. embannadur ; l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel ; ub. unan bennak.

Termenadur

kospañ, verb trazeat eeun.

  1. Talvezout un torfed da unan bennak dre ur gosp. Heñvelster : kastizañ.

    [Adanor implijet da adanv]

    Ar « pec'hedoù » a vez kofeset dirak ur benvegadur-kastizel politikel, hag ar « stad a bec'hed », – ar spered kevalaour pe kilstourmer, an azgwelouriezh hag ar gwariadurioù all, – zo un torfed kospet gant poanioù ponner ha, war un dro, ur bredkleñved da vezañ prederiet dre un doare bredelfennerezh a c'hell mont betek ar « gwalc'hiñ-empenn ». (Emsav, niv. 26, 1969:63)
  2. Divizout, dre nerzh al lezenn, war ar pezh e vo rediet unan bennak disklêriet kablus da c'houzañv. Heñvelster : kondaoniñ.
    Ne voe nemet e genver 1898 e teuas da vezañ un afer bolitikel gwirion, goude embannadur ul lizher foran savet gant Emile Zola o tamall d’an atebeion vilourel bezañ graet kospañ un den direbech ha kuzhet a-ratozh seurt direizhder e-pad bloavezhioù. (An Nestour, 1977-a:37)
    E berr e tamalle Zola d’ar c’huzul-brezel en doa barnet Dreyfus bezañ kospet un den direbech, pe dre enepyuzevegezh, pe evit diwall ar Sturvod ouzh ur gwarzh, ha d’an eil kuzul-brezel bezañ didamallet a-ratozh-kaer an torfedour gwirion, daoust d’ar prouennoù. (An Nestour, 1977-a)
    Evit an drefuzourion e talveze kospañ en-dro Dreyfus kement hag ober fae war ar Yonez hag ar gwirioù gwerinek. (An Nestour, 1977-b)
    Kospet e oa bet Zola e c’hwevrer 1898 da heul pouezadurioù a-berzh an dehouidi, a-berzh ar vroadelourion pergen. (An Nestour, 1978-b)

    Kospañ ub. da udb.

    Kement-se a zispleg ar varnedigezh iskiz douget ganto d’an 9 gwengolo 1899 : diskleriet e voe Dreyfus kablus gant stummoù skañvaus, ha kospet da zek vloaz labourioù rediet. (An Nestour, 1977-b)
    En eost 1889 ez eo kospet Boulanger, Rochefort ha Dillon, ur bleiniad all eus ar « Strollad broadel », d’an trevvac’hadur, war an tamall bezañ iriennet enep ar Stad ha goude ur breudad dihastet a-walc’h. (An Nestour, 1978-a)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kosp ha lostger ar pennanor -añ, diwar skouer ar c'hembraeg cosbaf, « kastizañ ; kenurzhiañ (diwar-benn an emzalc'h) ; bezañ trec'h (d’e youloù) » (Thomas, 1967:568k).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Roger an Nestour, Roger Le Nestour.

Kelaouenn

Emsav, niv. 26, C'hwevrer 1969, « Notennoù politikel (2) – Ar galloud. I. Bevoniezh ha bredoniezh », p. 49-65.

Oberennoù ha pennadoù

  • Thomas, Richard James (embanner) : 1967. Geiriadur Prifysgol Cymru: a dictionary of the Welsh language, l. 1: A–Ffysur, 1 emb. Cardiff: Gwasg Prifysgol Cymru.
  • Le Nestour, Roger : 1977-a. « A-zivout an afer Dreyfus ». Emsav, niv. 121, 1977-a. P. 37-51.
  • Le Nestour, Roger : 1977-b. « A-zivout an afer Dreyfus ». Emsav, niv. 123, 1977-b. P. 30-42.
  • Le Nestour, Roger : 1978-a. « Amveziadoù ar voulañjouriezh ». Emsav, niv. 126, 1978. P. 30-53.
  • Le Nestour, Roger : 1978-b. « Broadelourion ha « sokialourion vroadel » gall ar bloavezhioù 1890 ». Emsav, niv. 128, 1978. P. 20-62.