houarn-distenn

Lakaet enlinenn d’an 18.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn.

Termenadur

houarn-distenn, houarnoù-distenn, pennanv niveradus gourel.

Houarn da zistenn. Heñvelster : fer.

Gwezhall e veze distennet an dilhad gant un houarn-distenn. (Taboulin, 2013)
E-barzh houarnoù-distenn zo e veze lakaet glaou bev da dommiñ. Bez’ e oa ivez houarnoù-distenn plat hag a veze lakaet da dommiñ war ar fournev pe war dan an oaled. (Taboulin, 2013)
A bep sort houarnoù-distenn hon eus gwelet e Poull-Fetan. (Taboulin, 2013)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv houarn hag ar verb distenn.

Levrlennadur

Kazetenn

Taboulin, niv. 24, Gwengolo 2013, « Kanniñ an dilhad », p. 3.