dishouarnet

Lakaet enlinenn d’an 22.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

dishouarnet, adanv.

Kollet gantañ pe tennet digantañ e hern.

Eur gof (marichal), deut d’ar groaz-hent, war gourc’hemenn eur paotrig, da dacha eur marc’h dishouarnet, a lezas eno turkez, morzol ha tachou evit ober kemend-all. (Gourvil, 1911:2a)
Eun devez oan bet gantañ er gêr vras hag e oamp diwezat o tistrei, d’ar gêr, rak ar marc’h, dishouarnet, a oa kamm-broud. (Paotr Treoure, 1949:8a)
Tud int ! al loened-se

Hag o boteier dishouarnet a stok
War vein c'hlas an neñv ankeniet.
(Philippe, 1979)

Gerdarzh

Diwar dishouarnet, adanor ar verb dishouarnañ.

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Hekleo Penn ar Bed, L’Écho du Finistère.

Oberennoù ha pennadoù

  • Gourvil, F. : 1911. « An diouc’har hep korf. Eur marvailh eus Bro-Iverzon ». L’Écho du Finistère, niv. 313, 25 a viz Du 1911. P. 1-2.
  • Paotr Treoure : 1949. « Eun tenn-fuzul burzudus ». Kroaz Breiz, niv. 20, Nedeleg 1949. P. 8-9.
  • Philippe, Jef : 1979. « Tud ». Al Liamm, niv. 195, 1979. P. 261.