glanyezhelour

Lakaet enlinenn d’ar 24.06.2020,
daskemmet d’ar 25.10.2021.

Termenadur

glanyezhelour, -ion, pennanv niveradus gourel.

Den a garfe e vefe graet gant ur yezh c'hlan.

Darev on koulskoude da zegemer da ginnigadenn — oc'h anzav ez eo marteze un dilerc'h glanyezhelour a reas din kavout gwell stad eget kont (hep teurel meiz e oa amprestoù eus an daou rumm troiennoù m' o c'haver !) (Étienne, 2000:230)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv yezh, gant an adanv glan rakgeriet outañ, hag al lostger -elour.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Étienne, Guy (rener) : 2000. Lavar 13. Ploveilh : Preder.