glanyezh

Lakaet enlinenn d’an 28.06.2020,
daskemmet d’an 10.07.2020.

Berradur : m. gt. meneget gant.

Termenadur

rannyezhoniel, pennanv benel.

(Rouez.) Yezh c'hlan.

Ne welan ket amañ un afer a c'hlanyezh met hepken a armerzh sonel : diek eo ar brezhoneg o c'houzañv div elsonenn en ur ger ; e se, neinboent a son ponner ha digempouez. (Gab Cherel m. gt. Étienne, 2001:21)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv yezh, rakgeriet outañ an adanv glan.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Étienne, Guy (rener) : 2001. Lavar 14. Ploveilh : Preder.