dreistkenedel

Lakaet enlinenn d’ar 24.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

dreistkenedel, adanv.

Dreistordinal e gened.

Siddhartha, goude beza respontet d’ar floc’h e ranke plega d’e donkadur dreistkenedel, a gimiadas dioutañ hag a gendalc’has da vale. (Jestin, 1936:16)
Dizoloet em eus ar Wirio­nez doun-mañ, diaes da verzout, diaes da gompren, habaskaus, dreistkenedel, trec’h da bep poellad, distrilhet, a c’hell beza meizet gant ar fur hepken. (Jestin, 1936:23-24)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv kened- hag al lostger -el.

Troidigezh

Saozneg : dreistkenedel, « sublime » (Gwalarn, niv. 96-97, 1936:103).

Levrlennadur

Kelaouenn

Gwalarn, niv. 96-97, Here-Du 1936, « Roll-geriou », p. 100-107.

Oberennoù ha pennadoù

Jestin, Remont : 1936. « Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez ». Gwalarn, niv. 95-96, Here-Du 1936.