douradenn

Lakaet enlinenn d’an 08.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; p. pajenn.

Termenadur

douradenn, -où, pennanv niveradus benel.

Flistradenn dour. Heñvelster : breliñsadenn.

Bepred ne voe gallet leuskel barner ar c’hrogad start-se nemet un eur goude; ranket e voe gortoz ken na vije skarzhet ar sportva hag aet ar c’hoarierion eus ar gwisklec’h, bet ganto o douradenn. (Konan, 1944:3k)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv -dour-, pennrann ar verb dourañ, hag al lostger -adenn.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Konan, Jakez : 1944. « Piv zo mestr da Vro-Dreger ? Ur c’hrogad start ». Arvor, niv. 166, 26 a viz Meurzh 1944. P. 3.