donvro

Lakaet enlinenn d’ar 15.11.2021,
daskemmet d’an 19.11.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

donvro, -ioù pennanv niveradus benel.

Bro ec'hon.

Ouzhpenn 600 km. hed eo Katalonia ha Valensia penn ouzh penn ha 50 km. treuz hepken ez int e meur a lec'h. War o led e kaver ur blaenenn strizh, bevennet diouzh tu ar Reter gant ar mor, ha sko ouzh un donvro uhelennek diouzh an tu all. (Toravel, 1963:217)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv bro, rakgeriet outañ an adanv don.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Toravel, Alan : 1963. « Notennou diwar-benn Katalonia ». Al Liamm, niv. 98, Mae-Mezheven 1963, p. 217-226.