broez

Lakaet enlinenn d’an 12.07.2020,
daskemmet d’ar 14.10.2021.

Termenadur

broez, -ioù, pennanv niveradus benel.

(Rouez.) Rann eus an douar, unvan a-fed douaroniezh, hin, struzh pe doare da vevañ. Heñvelster : bro.

Lavarout a vije graet emaomp o varc’hega war eur mor rous gwagennet ken didud, ec’hon, disgwezus ha digompes eo ar vrôez. (Ab Sulio, 1929:34)
Djibouti a zo eur gêrig vrao, hogen temz-amzer ar vrôez ma ’mañ enni a zo tomm-grizias (1). (Ab Sulio, 1929:52)
— Ma, ar gloanek eo maout ar brôeziou tomm-yen, emeve da Lazbleiz.
— Hag ar blevek eo orin deñved ar brôeziou tomm-grizias! eme Lazbleiz d’in.
(Ab Sulio, 1929:58)
Dre ma tostaer ouz ar gêrbenn, ar vrôez a zeu da veza marzusoc’h-marzusa ar gwel anezi. (Ab Sulio, 1929:76)
Er vrôez-mañ e kaver tra pep tra da brena, ha traou mat evid eur priz bihan : evit daou wenneg al lur ar c’hig ejen, tri gwenneg an dousenn viou, pemzek gwenneg eur pikol mec’hiog ; al louzeier-kegin (légumes) hag ar frouez a zo kouls lavarout evit netra ; eur gwennegig hepken e vez gwerzet al litrad laez bioc'h nevez-c’horôet. (Ab Sulio, 1929:77)
Ar beñseïdi keiz ne ouient ket nag e pe du nag e petore brôez ez oant degouezet. (Ab Sulio, 1929:111)

Evezhiadenn : peuvuiañ e kaver ar furm lies broezioù evel liester eus bro.

Gerdarzh

Diwar broezioù, liester kozh ar pennanv bro.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Ab Sulio : 1929. Seiz vloaz e bro ar vorianed. Brest : Moulerez.