dianavezadus

Lakaet enlinenn d’ar 15.11.2021.

Berradurioù : niv. : niverenn ; not. notenn ; p. pajennoù.

Termenadur

dianavezadus, adanv.

Ken disheñvel diouzh e neuz orin ma ne c'haller ket e anavezout.

Ar re vrudeta eus an annezlec’hiou diazezet gant ar C’hallaoued er C’hornog eo Detroit (savet e 1701), an Nevez-Orleans (savet e 1717), ha Sant-Loeiz (savet e 1764), deuet bremañ da geriou bras. Ar re-all a zo aet da get, pe o deus kollet o ano gallek, pe distummet eo bet hemañ betek dont da veza dianavezadus : Vide-Poche (e-kichen Sant-Loeiz), da skouer, a zo aet da White Bush gant ar saoznegerien, Elizea Reclus, Le Mississipi, war Rev. des Deux Mondes, 15vet a viz Gouhere 1859. (Mordiern, 1935:7, not. 3)
Ur studiadenn resis a ve da sevel diwar-benn an elfennoù-se, ha re all c’hoaz en danevell-mañ, ha penaos int bet distummet ha kemmesket, hep mont dianavezadus-krenn. (Hemon, 1942:235)

Gerdarzh

Diwar an adanv anavezadus hag ar rakger di-.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Hemon, Roparz : 1942. « Karantez Fraec'h ha Findabair. Henzanevell a Iwerzon displeget e brezoneg gant Roparz Hemon ». Gwalarn, niv. 148-149, Mae-Mezheven 1942. P. 225-235.
  • Mordiern, Meven : 1935. « Prederiadennou diwar-benn ar yezou hag ar brezoneg (Levrenn III) ». Gwalarn, niv. 82, Gwengolo 1935.